Abadenn jiboesat vioù Pask

Kaset d'an/d'ar 20/03/2013

 

 

Kerlenn Sten Kidna a ginnig d'ar vugale vrezhonegerion etre 6 ha 12 vlez, donet da jiboesat vioù chokolad d'ar sadorn 30 a viz Meurzh adalek  2 eur d'enderv, e Mirdi Sant-Degan e Brec'h. Un abadenn "kinkladurioù Pask" a vo alejet àr-lerc'h. Evit ar re a faoto dezhe kemer perzh er stal-labour e achuo an traoù da 5 eur pe àr-dro. N'eus nemet 20 plas, neuze emañ ret lakaat e anv a-raok ar merc'her 27 a viz Meurzh.

Priz : 5 €

Evit lakaat anv ho pugel / bugale, kasit ur postel da stenkidna2@wanadoo.fr, peotramant pellgomzit d'ar 02 97 29 16 58 (d'enderv).

 

 

 

 

Distroiñ