Wikipedia

Kaset d'an/d'ar 22/04/2023

 

Atalier "Sevel ur pennad Wikipedia"

D'ar Sadorn 22 a viz Embrel

Deskiñ gober get Wikipedia evit renabliñ danvez An Dasson

E 2016 e oa bed krouet ur bajennad Wikipedia àr An Dasson hag un nebeud re ’rall a zeskrive danvez niverennoù zo (an niverennoù 70717779 ha 80 fasibl). Diàr ar skouerioù-se e c'heller klokaat aes-ased ar renabl ha deskiñ, àr un dro, gober get ereadur Wikipedia evit sevel pajennoù get titloù, liammoù, taolennoù ha c'hoazh. Dait get un urzhiataer hezoug m'ho peus unan, peadra da skriv an notennoù ho po afer hag e vo gwraet beb a bajenn evit niverennoù oc'hpenn e-korf an abadenn !

Un atalier kaset get David ar Rouz, bet ezel kuzul-meriñ Kerlenn Sten Kidna, hag é kas e-mesk traoù arall ar labour àr An Dasson hag àr an DVD « Daet eo genin ».

Mard oc'h intereset, plijet geneoc'h lakaat hoc'h anv an abretañ ar gwellañ, deomp da ouiet piv a zay. Evit er gober, skrivit da :

patrickdrean@yahoo.fr

Atalier etre 10 eur ha kreisteiz e sal Kerlenn Sten Kidna – 6 ru Joseph Rollo, An Alre

Priz : 5 €

E brezhoneg e vo kaset an atalier

Padrig Drean

Distroiñ