Sellet doc'h ar stumm e galleg

An Dasson 77

An Dasson 77

Deiziad an embannadur : 26/06/2013

          Div wezh bep blez e kinnig deoc’h ur bareig ag ar gevredigezh Kerlenn Sten Kidna danvez fonnus ha liessort en he c’helaouenn An Dasson. Niverennoù a zo bet graet èl-se àr gumunioù bro an Alre èl Lokmariakaer (niv. 72) ha Pleuwigner nevez zo (niv. 76), pe c’hoazh àr demoù èl kontadennoù ar vro (niv. 73, ur bladenn geti), an toponimiezh (niv. 74), ar c’hreoleg (niv. 75), ha c’hoazh.

 

          En niverenn nevez-flamm-mañ, titlet Troioù ha distroioù, e veoc’h kaset da heul David ar Rouz, troour anezhoñ, dre soñjoù ha beajoù liessort. Goude an atersadenn kaset get Kristian Le Meut ha Patrick Drean e c’helloc’h neuze lenn :

 

 

  • ur pennad-skrid a-ziàr an troiñ, e vicher gentañ ha danvez e brederi a-c’houde gwerso ivez : petra eo ? penaos e c’hell bout talvoudus evit ar re hag a faot dezhe gober get yezhoù èl ar brezhoneg ? ha goulennoù (ha respontoù !) interesus arall.

 

 

  • un deskrivadenn a Vro Valensia e Spagn, p’en deus an aozour darempredet stank ar vro-se ha desket neuze ur yoc’h traoù diàr he fenn : ar vro dre vras, he sevenadur ha liammoù get hor bro-ni en deus lakaet àr-wel er pennad-skrid-mañ.

 

 

  • un destenn a-ziàr buhez Sant Visant Ferrer – ganet e Valensia e 1350 ha marvet e Gwened e 1419 – hag a c’heller kavet e iliz-veur Gwened, troet e katalaneg ha bremañ e brezhoneg evit An Dasson.

 

 

  • ur pennad-skrid a-ziàr ar speredelezh hag ar liamm a c’heller amprouiñ get ar brezhoneg : e gwirionez e vez implijet ar brezhoneg en un endro divyezhek (d’ar bihanañ) ha gellet a ra sikour get Yann brezhonegour en e vuhez pemdez anavet istor ar yezh hag e zoberioù dezhoñ e-unan.

 

 

  • un danevell skrivet blezadoù zo ha bet priziet get ar gevredigezh Kentelioù an Noz en Naoned da geñver ur genstrivadeg aozet get ar skolidi : awenet e oa bet get un enezenn vrudet du-mañ.

 

 

          Èl kustum a-c’houde mand eo bet implijet get ar Gerlenn, ema bet talvoudekaet ar skridoù get Olivier Berson, duac’h da sevel maketennoù brav d’an niverennoù, an eil àr-lerc’h eben.

 

Niverenn 77 An Dasson : 70 pajenn. 8 EUR an tamm (10 EUR dre lizher).

 

Distroiñ