Sellet doc'h ar stumm e galleg

An Dasson 78

An Dasson 78

Deiziad an embannadur : 26/03/2014

          Gouestlet eo an niverenn nevez-flamm-mañ ag An Dasson d’ar c’han e Bro-Gwened. Kavet a raer enni un hir a atersadenn get Dédé Le Meut, e koun e dad, Jean Le Meut, hag ivez ur pennad-skrid hag a zo danvez ennoñ, diazezet mand eo àr atersadennoù get kanerion anavet en hor bro : Jorj Belz, an Diaoulezed, Gael Lorcy, Yann Raoul, Nolùen er Vuhé.

 

          Èl kustum ema bet talvoudekaet ar skridoù get Olivier Berson, duac’h da sevel maketennoù brav d’an niverennoù, an eil àr-lerc’h eben. Evit homañ en deus graet get fotoioù dispar kaset get an arzourion o-unan.

 

 

Niverenn 78 An Dasson : 40 pajenn. 5 € an tamm (7 € dre lizher).

Distroiñ