Sellet doc'h ar stumm e galleg

An Dasson 79

An Dasson 79

Deiziad an embannadur : 23/12/2014

          D’an tier ekologel e Bro-Gwened ema gouestlet an niverenn nevez-flamm-mañ ha savet eo bet, èl un ti, get kenlabour kalzig a dud ! Tri anezhe o deus asantet respont d’ur c’houlennaoueg a-ziàr o zi. Ur c’houplad ezel ag ar Gerlenn o deus kenlabouret etreze evit pourchas deomp pennadoù divyezhek a-ziàr div elfenn ag o zi, ur vangoer brik douar kriz gwasket ha un toullig-kuzh sec’h. Stajidi Kamp etrekeltiek ar vrezhonegerion (KEAV), doc’h o zu, o deus troet tri fennad-skrid tennet a La Maison écologique, hag a embannomp o stumm orin gallek get aotre ar gelaouenn vrav-se.

 

          Olivier Berson en deus graet ar wezh-mañ, evit talvoudekaat an testennoù, get fotoioù kaset get an aozerion, tresoù an tier hag ar skeudennoù bet embannet e La Maison écologique.

 

          Tout an dud a ouiemp o doa tier ekologel er vro n’o deus ket respontet d’hor goulennaoueg. Oc’hpenn, hon eus gouiet a-c’houde mand eo savet an niverenn-mañ e oa tier ekologel get tud arall ha n’hor boa ket soñjet enne. Danvez a vo neuze, sur, evit un eil niverenn àr an tem-se ! Da c’hortoz e vo gouestlet an niverenn 80 ag ar gelaouenn d’ar velo, a c’hell bout gwelet èl ur feson ekologel da vonet ha donet... Skrivit deomp ma faot deoc’h kemer perzh !

 

 

Niverenn 79 An Dasson : 40 pajenn. 5 € an tamm (7 € dre lizher).

Distroiñ