Sellet doc'h ar stumm e galleg

An Dasson 70

An Dasson 70

Deiziad an embannadur : 04/07/2013

 

            Plediñ a ra an niverenn 70 get «Priz Lennegel Sten Kidna». E-mesk al levrioù embannet e 2007-2008, penaos gober un dibab ha sevel roll al levrioù àr ar renk. Setu ar goulenn kentañ savet doc'h skipailh An Dasson haTi-Kêr ar Bonoù a-raok lansiñ ar priz lennegel. Ar priz 'oa bet roet d'ar romant «Etrezek an Enez» skrivet get Mich Beyer. He feson da skriv 'zo brav, he yezh sklaer ha kempenn. Kinnig a ra ar roman-mañ d'al lenner ur c'hant pajennad bennak a blijadur iskis, dous hag un tamm c'hwero.

 

          Goude, ur pennad skriv a-ziar buhez Sten Kidna. E-barzh e vez displeget perak en doa dibabet anv «Sten Kidna». C'hwi a gavo ivez ur varzhoneg skivet getañ ha tennet ag e zastumad «Kannenn d'ar Vuhez» embannet e 1974.

 

          Àr-lerc'h eh eus un atersadenn get Michel Demion kuzulier-Kêr ar Bonoù. Komz a ra ag e vugaleaj ha lâret a ra penaos eo daet da vout skrivagner. Difenn a ra ar brezhoneg daoust ma ne gomz ket ar yezh. Eñ an hini eo, get e vignon Jean Lutrot, eilvaer T i-Kêr ar Bonoù, en deus bet ar soñj da grouiñ ar priz lennegel «Le Bono au Long Cours».

 

           Er fin ar gelaouen e kavoc'h ur pennad-skiv é plediñ get harz-labour ar studierion e Skol-veur Roazhon 2 hag unan arall a-ziàr eilvet lodenn kronikennoù «Etrezomp e Brezhoneg» skivet get Job Jaffré ha kinniget get Daniel Doujet.

 

 

 

 

 

Distroiñ