Sellet doc'h ar stumm e galleg
An Dasson 72
Deiziad an embannadur : 28/12/2010
Àr hentoù Lokmaria-Kaer
Daet eo er-maez niverenn 72 An Dasson, ar gelaouenn divyezhek embannet get Kerlenn Sten Kidna. Enni e kavoc’h un teuliad anvet « Ar hentoù Lokmaria-Kaer ». Jacques Madec ha Loic Marion, daou eil maer, a zo bet aterset get An Dasson. Ur pennad daouzek pajenn dezhi a zo àr an anvioù-lec’h (lec’hanvadurez), skrivet get Yann Gaudion. Àr-lerc’h, c’hwi a gavo ur bourmenadenn « En dro d’ar peulvanoù » (Christian Le Meut), hag ur pennad skrivet get Daniel Carré àr an « Dihunerion e Lokmaria-Kaer ». Daet e oa Loeiz Herrieù, skrivagner, barzh, kaner, e 1908, da lâret d’an dud da zerc’hel get ar relijion ha get ar brezhoneg… Ha 300 den a oa daet da selaou doc’htañ. Ma faota deoc’h gouiet muioc’h prenit An Dasson 72.
An Dasson niverenn 72 : 38 pajenn. 5 € (7 € dre lizher).
Setu amañ dindan un tañvad ag an niver 72 :