Sellet doc'h ar stumm e galleg

Ar Geot

Geot ! peotramant Yeot, a zo un anv anavet-mat e brezhoneg, unan ag ar gerioù diazez a vez da zeskiñ. Tout an dud a oar a-walc’h petra eo ar geot, pe kentoc’h, krediñ a raomp e ouiomp petra eo. Pa vez goulennet get ar vugale, pe get an dud vras ivez, tresiñ geot, e vez graet dalc’hmat ar memes tra : lavnennoù, tolpet a dorkadoù, èl pennadoù blev digribet un tammig. Ker brudet eo an anv-se ma ankouaer lies eh eus un unander : ur c’heotenn. Ya, moaien a zo gwelet ur c’heotenn en hec’h-unan. Un dra arall a vez ankouaet lies ivez : estroc’h evit ur sort geot a zo, ur bochad spesadoù a zo er vro hag er bed.

Lies e vez soñjet er geot èl ma vênt pa vênt touzet berr, debret get loened, peotramant krennet get an douzerez. Ha neoazh, pa vênt laosket da greskiñ, e ta bleuñv enne, e stumm pennoù hag a vez lâret tolc’hiad, un dolc’hienn, peotramant c’hoazh tuezad, un duezenn. Ha pep spesad a ra bleuñv doc’h e vod, get e bersonelezh mar karit, lod a vez en o sav sonn, lod arall o devez pennoù soublet, lod a vez tev o fennoù, ha lod arall c’hoazh a vez skañv-meurbet o re. Ar werzherion boketoù a implij lies linennoù soutil ha liessort ar geotennoù evit kempouez liv flamm ar boketoù arall.

Pa dostaer doc’h ur c’heotenn d’ar c’houlz ma vez e bleuñv – ma n’oc’h ket tener doc’h ar pollen atav – e c’hellit bout bamet dirak braventez ar re-se. Ma sellit doc’h ur vleuñvenn en hec’h unan e c’hellit gwelit ar goafioù (an etamin mar karit) é vrañsigellat get an avel, skañv-bras. Hag e gwirionez n’eo ket ur souezh pandeogwir e vez kaset o bleud-bleuñv, o follen, get an avel. En o c’hichen e c’hellit gwelet an daredoù, stummoù pluñvek dezhe, soutil abominapl. Warne e kouezh ar gran bleud-bleuñv e-raok frouezhusaat an uiell a zay da vout an hadenn goude.

Treset e vez atav ar geot er memes mod, mes ma vez goulennet tresiñ gwinizh ur sort e vez soñjet tresiñ ar pennoù. Ha neoazh emañ ar gwinizh geot èl ar re arall, mes geot hag a zo bet choazet tamm ha tamm ar re o deveze ar muiañ a frouezh, a gran. Brudet eo familh ar geot – ar poaceae èl ma vez lâret bremañ, e-lec’h graminaceae èl gwezharall – abalamour d’an edoù dreist pep tra. Riz, segal, heiz, maïz… ha gwinizh neuze, mes pas gwinizh-du, ar re-se n’int ket edoù. Pa gonter ouzhpenn tout ar sortoù geot a ya da vouetat ar loened e c’hellit soñjal e pouez ekonomikel ar familh-se !

E miz Mae hag e miz Mezheven emañ ar familh-se é tispak tout he braventez àr ar maezoù. D’an termen-mañ e vez gwelet tout o stummoù a bep sort, hejet-dihejet get an avel. N’on ket evit lakaat kemm etre tout ar sortoù a zo, kement ha kement a zo anezhe, mes trawalc’h evit santout plijadur pa welan ur rummad, pe ur rummad arall… Rekis eo profitiñ ag ar geot bremañ e-raok ma vo graet frouezh gete kent goeñviñ. E-raok, dreist pep tra, ma vo touzet didruez ur bochad anezhe, ha ma tay meur a bradenn da vout melen, touzet re verr ha laosket e-dan heol kreñv an hañv.

Pa dostaer doc’h ar geot, ha pa vehe just un tammig, e komprener n’eo ket bed ar geot ken simpl èl ma er gweler àr hon tresadennoù. Muioc’h a liessorted zo evit ma soñjer, ledanoc’h e ta da vout hor feson da welet an traoù tro-ha-tro deomp. Muioc’h a draoù da studial, da brofitiñ anezhe, hag èl rezon… da warantiñ, c’hoazh ur wezh.

Pellgargiñ er stumm PDF Pellgargiñ an enrolladenn

Distroiñ