Sellet doc'h ar stumm e galleg

An Dasson 71

An Dasson 71

Deiziad an embannadur : 03/01/2010

           « Kartenn wenn » da Patrig Dréan : e-barzh an niverenn-se e kavoc'h pennadoù é tenniñ d'ar yezh ha d'an natur . Da gentañ  eo kinniget deoc'h un atersadenn get Patrig Drean. Kontiñ a ra deomp penaos ha perak en doa tostaet doc'h ar brezhoneg pa oa krennard. Peseurt labour en doa bet tro d'ober àr-lerc'h bout desket brezhoneg. ha penaos en doa en em lakaet da zastum komzoù a re gozh. Displegiñ a ra petra eo sell ar re-se àr dazont o yezh. En tu arall d'an dra-se e kas un toullad soñjoù evit ma vehe bourrusoc'h deskiñ honnezh. Goude e kavoc'h un teuliad gouestlet d'an natur : notennoù a-ziàr plant, amprevaned, evned ag ar vro a vez gwelet amañ hervezh ar c'houlz-amzer. Un dastumad troennoù e-lec'h ma vez kavet ar ger « Diaoul » enne a gloz an niverenn-mañ. Troennoù ag ar vro bet dastumet get Patrig Drean atav.

Distroiñ