Sellet doc'h ar stumm e galleg

An Dasson 75

An Dasson 75

Deiziad an embannadur : 08/08/2012

 

          Emañ An Dasson n°75 - ar gelaouenn embannet div wezh ar blez get Kerlenn Sten Kidna - é paouez dont er-maez. Unan divyezhek penn-da-benn an hani eo, e brezhoneg hag e galleg ; met en niverenn-mañ emañ bet lakaet ar gaoz àr ur yezh arall : kreoleg ar Gwadeloup. Un ezel ag ar Gerlenn, Christian Le Meut, a zo aet du-hont hag en em gavet eo get Hector Poullet, arbennigour àr ar c'hreoleg, bet kelenner kreoleg ha matematikoù er skolajoù. Un digarez eo da genveriañ stad an div yezh : hervez Hector Poullet, etre 90% ha 95% ag an dud a zo é chom er Gwadeloup a gomz kreoleg. A-ven e ta ar yezh-mañ ? Ha desket e vez er skol get ar vugale ? Pe er gêr ? Ha klevet e vez er straedoù peotramant er skinwell ? Pegourz e vez dibabet get an dud komz galleg pe kreoleg ?  Peseurt liammoù a c'heller gwelet etre stad ar c'hreoleg ha kani ar brezhoneg, div yezh e dalc'h ar memes lezennoù, re stad Bro C'hall ? Reskontoù a gavoc'h e-barzh niverenn diwezhañ An Dasson, met oc'hpenn-se a zo : get Yann Verney eo bet arteset Jean-Claude Le Ruyet, bet skolaer e brezhoneg, aktour, leurennour, hag aozer un dezenn anvet "Paroles, liaisons et normes". Hag er fin, kement ha mont pelloc'h get ar yezh, e vo kavet un teuliad kinniget get Patrig Dréan, a-ziàr implijoù ar verb "Boutiñ" er yezh komzet.

 

An Dasson niverenn 75 : 38 pajenn. 5 € an tamm (7 € dre bostel).

 

 

Setu amañ dindan un tañvad ag an niverenn 75 :

Distroiñ