Amprestiñ levrioù er vediaoueg Brec'h

tl_files/images/2016-2017/Mediaoueg 2.jpg

 

 

          A-c'houde pell zo e kaver e mediaoueg Brec’h (56) un dastumad oberennoù, e brezhoneg pe stag da sevenadur Breizh, met bouetaet e vez a-c'houde meur a vlez get Kerlenn Sten Kidna. Ennoñ eh eus ouzhpenn ur mil diell bennak, en o mesk romantoù, teullevroù, bannoù treset, levrioù evit ar vugale, CDioù…

Kumun Brec'h a souten ar raktres-mañ é reiñ ur yalc'had a-fet.

Ha get ar gevredigezh e vez kresket bep blez ment an danvez-se a c’hell plijiñ kement d’ar vugale (er rann «Yaouankiz») èl d’ar re vras.


Evit amprestiñ :
. N'eus nemet diskouez kartenn-ezel ar vediaoueg pe kani ar gevredigezh Kerlenn Sten Kidna.
. Reiñ a ra ar c'hartoù-se ar gwir da amprestiñ kement oberenna zo er vediaoueg.
. Moiaen zo da virout anezhe e-pad 3 sizhuniad d'ar muiañ.

 

Evit bout sur e c'helloc'h amprestiñ unan ag  an oberennoù listennet amañ , mersi deoc'h monet e darempred get ar vediaoueg :

- war lec'hienn internet ar vediaoueg, klikit amañ

02 97 57 79 50 / mediatheque@brech.fr

 

 

Hag ur wech an amzer, evit komz eus ar pezh ho peus lennet,

kemerit perzh en abadennoù Lennomp Asampl !

 

 

Oberennoù nevez e 2016

D'ar sadorn 25 a viz Mezheven 2016, 110 levr ha kelaouenn e brezhoneg (un DVD hag ur CD en o mesk) a zo bet kaset da vediaoueg Brec'h get Kerlenn Sten Kidna, evit bout amprestet ha lennet get izili ar gerlenn ha re ar vediaoueg. Deuet eo an intron Guerlais, eil vaerez, da drugarekaat Kerlenn Sten Kidna e añv ar gumun.  Un emglev a zo etre ar gumun hag ar gevredigezh evit kas levrioù nevez e brezhoneg bep blez.

- Levrioù evit an dud daet
- Levrioù evit ar c'hrennarded hag ar vugale

 

 

tl_files/images/2016-2017/Mediaoueg 1.jpg