Ar priz lennegel Sten Kidna
Krouet e oa bet e 2009, àr un dro get ar priz «Bernard Moitessier» (e galleg) er Bonoù. Enoriñ a ra ar priz Sten Kidna bep blez ur levr faltazi nevez e brezhoneg (romant pe danevelloù).
Ar skriv hag an embann e yezh ar vro a vez soutenet get ar priz-se, dre ur skoazell argant.
Ar blez-mañ evit ar wezh kentañ he deus ti-kêr an Alre kenlabouret get Kerlenn Sten Kidna evit aoziñ ar priz lennegel.
Roet 'zo bet ar priz Sten Kidna d'ar sadorn 4 a viz Mezheven en Alre :
da vMikael Madeg evit e levr "Dispac'h" (Kêredol, 2014)
Un abadenn Brezhoweb a zo bet graet diàr e benn.
6 romant a oa àr ar renk ar blez-mañ :
- Bara Brith, David ar Gall, Al Liamm, 2015
- Diskrap e Skabyar, Yann Gerven, Al Liamm, 2015
- Udora, Paskal an Intañv, Al Liamm, 2015
- N’eus ket a garantez eürus, Goulc’han Kervella, Skol Vreizh, 2015
- Dispac’h, Mikael Madeg, Kêredol, 2014
- Divemor, Pierre-Emmanuel Marais, Al Liamm, 2015
Ur eil priz evit talvoudekaat brezhoneg bro Gwened : priz Michel Demion.
Roet eo bet ivez ar priz ispisial-mañ da zDaniel Carre evit e labour a-fet levr Loeiz Herrieù. Troet en deus e galleg "Kammdro an ankoù".
Priziet a-raok
Erwan Hupel, Yudal (romant)
|
Yann Gerven, Traoù nevez (danevelloù)
|
Aziliz Bourgès, An diaoul ouz taol (romant)
|
Yann Bijer, Torrebenn (romant)
|
Riwall Huon, Ar marc'h glas (romant)
|
Herve Gouedard, Liñvadenn Kastellaodren (danevelloù)
|
Mich Beyer, Etrezek an enez (romant)