Istoer Kerlenn Sten Kidna

          Ganet eo Kerlenn Sevenadurel An Alre e penn kentañ ar blezadoù 1970, d’an termen ma rae berzh en-dro « spered », sonerezh ha sevenadur Breizh. Job Jaffre, kazetennour e La Liberté du Morbihan, Guenél Herrieu, Octave Quigna, Jean Peron ha re arall a venne dezhe sevel ivez krog an danvez-se en Alre. A-benn e oa bet savet kentelioù brezhoneg evit an dud en o ment, kinniget prezegennoù (e galleg) àr danvez ar vro.


          Un daouzek vlez bennak goude he doa kollet ar gevredigezh un tamm lañs (kuitatet ar vro get lod tud, koshaet an holl) ha ne chome mui nemet ar skol-noz. E 1985 e voe adlañset, kempennet ar statudoù ; èl ma ne oa ket gwall werso e oa marv an ao. Quigna e oa bet staget e anv-pluenn doc’h anv kozh ar gevredigezh a zaas neuze da vout Kerlenn Sevenadurel Sten Kidna An Alre. E 2007, evit diskouez pegen pouezus e oa daet da vout lec’h an daremprediñ tud, an aoziñ abadennoù e brezhoneg, An Dasson hag an dastum komzoù e oa bet oc’hpennet « Komzomp Asampl » d’an anv.


          A-c’houde 1985 enta e labour ar Gerlenn àr an hevelep tachenn get an hevelep palioù bet kinniget e mellad 2 he lezenn diazez : « Derc’hel bev ha pinvidikaat ar glad sevenadurel brezhonek e bro An Alre ». Kreskaet he deus a galz a-fet niver an izili (etre 20 ha 30 ezel e 1985 ; 155 e 2012) èl a-fet an oberiantizoù kaset : ur skol-noz lieslive get tost 110 studiour, abadennoù a bep sort, ar gazetenn An Dasson, stajoù « ober e brezhoneg », darempredoù hag emglevioù get aozadurioù foran (kumunioù, an departamant, ar rannvro) get skolajoù ha kevredigezhioù arall dre ar c’hornad bro. Anavet eo evit bout ur skouer a-fet dalc’husted àr he zachenn labour er Mor-Bihan (Priz Dazont ar Brezhoneg 2007).

 

 

Piv oa Octave Quigna ?

          Ganet e Toulon lec’h ma oa e dad mekanisian en arme-vor. Bugaleaj bevet en Alre (eno e veze e vamm é chom d’al liesañ) ; studioù e skolaj Jules Simon e Gwened hag e Gwengamp goude. Mestr-skol (skolioù Stad) adalek 1936 ha bet éc’h ober skol e meur a lec’h er Mor-Bihan (Pleuwigner, Hoedig, Gwegon, Seglian, Bartelame…) ; anvet e skolaj ar Verjer en Alre e 1956 lec’h ma chom betek e leve.

 

tl_files/images/2012-2013/poltred-sten-kidna.png

          Klask a ra tostaat doc’h danvez sevenadurel Breizh kent ar brezel ; en em lakaat a ra da zeskiñ brezhoneg. Kentañ pennad e brezhoneg bet embannet e 1943 er gelaouenn Arvor ; siniñ a ra Sten Kidna (Sten = Sant-Sten, porzh An Alre ; Kidna = a-zoc’h Quindenac, stumm kozh an anv familh Quinia). Klask a ra sevel krog ar brezhoneg ha sevenadur Breizh adalek 1950 kenkoulz en e vicher (ezel ag Ar Falz) èl en diavaez : darempredoù get Loeiz Herrieu, perzh (get Jean Peron…) e krouidigezh Kevrenn An Alre e 1951, e krouidigezh Kerlenn Sevenadurel An Alre tro 1970 (eno e kas skol-noz ar brezhoneg get Yvonne Arzur). Savour ha renour En Had, ur gevelenn lennegel, etre 1951 ha 1956 ; barzhonegoù ha danevelloù embannet e meur a gevelenn (Al Liamm). Kenlabourer d’An Doere.


          Emsavour politikel (ezel ag an UDB adalek 1964), ha sindikel (SGEN-CFDT) ; gredus da zifenn gwirioù mab-den.


GOUZOUT MUIOC'H
Lennit ar gazetenn An Dasson : niverenn ispisial 32-33