Kentelioù noz / Cours du soir
Kinnig a ra Kerlenn Sten Kidna kentelioù evit razh an dud, ag an deraouidi betek ar re en o aez get ar yezh. Bep sizhun e vez ur gentel 1 euriad hanter adalek ar sizhun 33 a viz Gwengolo 2019 betek fin miz Even 2019 (kentel ebet e-pad ar vakañsoù-skol).
En tu arall d'ar c'hentelioù-noz e aliomp an dud da heuliiñ
- Staj a vo kinniget (an deizioù vo resisaet) gant Kerlenn Sten Kidna,
- ur staj-hañv e-mesk ar re aozet get ar frammoù ezel a DAO ha,
- diwezhañ tra, labourat d'ar bihanañ un euriad er gêr etre pep kentel evit gellet monet àr-raok (moaien zo deoc'h bout sikouret dre internet).
Frammet e vez ar c'hentelioù hervez ar pemp barregezh displeget e portfolio Europa ar yezhoù.
A-raok lakaat hoc'h anv emañ ret deoc'h neuze gouiet ho live. Mard eo bet tapet ar live A1 geneoc'h àrlane, da skouer, e c'hellit lakaat hoc'h anv er live A2.
Kinnig a raomp 6 live :
- A1 (deraouidi)
- A2 (goude ur blezad skol-noz)
- B1 (goude 3 pe 4 blezad pe gant ul live uhel tapet en ur mod arall)
- B2 / C1 / C2.
Gellout a rit lenn danvez pep kentel en hor lec'hienn internet www.ksk.bzh e-barzh ar rubrikenn Deskiñ ha Portfolio ar brezhoneg DAO .
Evit gouiet ho live, iv feson : er priziiñ hoc'h-unan a-drugarez d'an danevelloù-blez get DAO pe monet e darempred geneomp