Monet er-maez

          Kerzhit er-maez ha rannit traoù e brezhoneg !

 

          Degadoù a emvodoù etre brezhonegerion a vez aozet a-hed ar blezad-skol get Kerlenn Sten Kidna. Get ar re blaen (abadennoù kaozeal, Kafe-bara-amanenn, Klub soniñ, Lennomp asampl) e c'hellit toulliñ kaoz e brezhoneg bep sizhun.

 

          Aozet e vez oc'hpenn get ar Gerlenn, ur wezh en amzer, abadennoù pe baleadennoù a vez o fal gober a bep sort traoù e brezhoneg. Lod a zay da zeskiñ komz gwell, lod arall, flouroc'h o brezhoneg, a zay da gemer perzh e abadennoù hag a vourront anezhe, netra ken, ha gwell a se ma vez e brezhoneg !

          Ar re na gomzont ket forzh a vrezhoneg a c'hell kemer perzh ivez get harp ar valizenn-jubenniñ. Evit lod ag an abadennoù e c'heller degemer nann-brezhonegerion, enta, hag a glev en o selaouelloù ar c'homzoù troet àr ar prim e galleg.
Diskouezet e vênt er lec'hienn-mañ get ar skeudennig-mañ : 



          A dra sur e vez momandoù bourrapl dalc'hmat, ma kaver tro da gendiviz a-ziàr ar pezh a zedenn meur a unan.

Skouerioù :

Atalier tailhiñ gwez-frouezh, baleadennoù natur, pezh-c'hoari, baleadennoù kontet pe kanet, gweladenn studioioù Dizale, predegennoù, atalier « kinkladurioù an Nedeleg » evit ar vugale, nozvezh kontadennoù, atalier « soniñ a-veg ha krouiñ sonennoù »... ha kement tra zo.


Abadennoù da zonet en deiziataer