tl_files/documents/ANIMATIONS/A blasenn da blasenn/A blasenn da blasenn 0.jpg
 
Kerlenn Sten Kidna, ar gevredigezh a ra àr-dro kentelioù brezhoneg evit an dud deuet a hed ar blezad e Pleuwigner hag e kumunioù Bro an Alre a ginnig deoc'h ur valeadenn e bourc'h Pleuwigner.
 
El bep blez e vo lusket ar valeadenn-mañ get tud a youl vat kevredigezh Kerlenn Sten Kidna hag o c'hevelerion. Ambrouget e veoc'h dre ruioù hag ivarzhoù war-zu oberezhioù dishenvel. Un droiadig hent e gwirionez met atav get ur bochad traoù kaer ha dic'hortoz da gavout. Bout e vo sonerion, konterion ha kanerion doc'h ho kortoz evit un nozhvezh plijus e galleg hag e brezhoneg. Kanet 'vo, c'hoarzhet 'vo !

Digor eo da razh an dud evit netra. Dait niverus da gemer plijadur !

 
Darempred :
Kerlenn Sten Kidna
6 straed Jojep Rollo
56400 An Alre
02.97.29.16.58
 
 
tl_files/documents/ANIMATIONS/A blasenn da blasenn/A blasenn da blasenn 1.JPG
 
tl_files/documents/ANIMATIONS/A blasenn da blasenn/A blasenn da blasenn 2.JPG
 
tl_files/documents/ANIMATIONS/A blasenn da blasenn/A blasenn da blasenn 3.JPG
 
tl_files/documents/ANIMATIONS/A blasenn da blasenn/A blasenn da blasenn 4.JPG