Piv omp ?

          « Kerlenn » a dalv kelc'h ha lod ag ar c'helc'hioù keltiek a zo ar ger-se 'ba' o anv. « Sten Kidna » zo anv ur skolaer, stourmer breton ha barzh, hag en doa roet kentelioù brezhoneg e kerlenn sevenadurel an Alre, a oa bet anezhi e-raok ar gevredigezh a-vremañ.


          Pal pennañ hor c'hevredigezh zo gwarantiñ ha lakaat glad sevenadurel Breizh da veviñ e bro an Alre, hag ar yezh dreist pep tra. Kinnig a raomp neuze àr un dro kentelioù hag abadennoù. Un digarez e vênt d'ar re a gomz brezhoneg, aes pe aesoc'h, d'en em gavout get yezherion arall ha da vonet àr-raok, ma n'eo ket da zeskiñ traoù arall dre ar brezhoneg, ar pezh a zo mat ivez evit gwellaat e ampartiz.


          Gober a raomp hor seizh gwellañ evit ma chomo bev ar brezhoneg e bro an Alre ha kement tra hag he ro da welet, da glevet ha da gomz, èl rezon, a zo mat da gaout. Hor preder zo ivez gober hor lod e buhez sevenadurel Breizh, dre roiñ d'anavout da vrezhonegerion ar vro ar pezh a vez graet àr an dachenn pe é produiñ traoù ni hon-unan. »

 

tl_files/images/2016-2017/Fotoiou kuzul-meran/Patrick.jpg

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

Ar pezh a raomp evit ar brezhoneg e bro an Alre

> En derc'hel bev é kinnig stajoù, atalieroù, kaozeadennoù, troiadoù-bale ha razh d'ar yezherion ha da zeskerion ar skol-noz e meur a gumun (an Alre, Brec'h, Pleuwigner, Krac'h, Plouharnel, Santez-Anna...).


> Brudiñ e dalvoudegezh sevenadurel, sokial, pedagogel, ekonomikel hag a-fed glad.


> Er pinvikaat é talvoudekaat parland ar vro, a raer ar gwenedeg anezhoñ, dre embannadennoù liessort : enrolladennoù, ur gelaouenn zivyezhek, un DVD da wellaat e ampartiz...


> Kemer perzh e aozadur abadennoù sevenadurel zo (Sizhunvezh ar brezhoneg, Gouel Breizh, ar Redadeg...).