Stajoù berr dre soubidigezh
Paotaat an digarezioù da gomz, estroc'h evit er c'hentelioù-noz, ha neuze e meur a zegouezh ag ar vuhez pemdeziek, zo unan ag an traoù pouezusañ evit donet da benn a zeskiñ ur yezh. Evit monet pelloc'h get ar brezhoneg e ta ar Gerlenn a sevel daou staj berr e-korf ur blezad-skol, un devezh pep unan.
Get atalieroù a bep sort (soniñ a-veg, sonerezh, c'hoarioù, troioù-bale...) kaset e brezhoneg, e c'hell an dud a gemer perzh gwellaat o ampartiz ha brasaat o geriaoueg.
N'eo ket rekis bout é teskiñ brezhoneg get hor c'hevredigezh evit donet d'ar stajoù, rak digor e vênt d'an holl re a oar tammoù brezhoneg. Tro o devo ar gomañserion enta da vonet e darempred get re flouroc'h o brezhoneg, hag ar c'hontrel ivez. Un digarez ivez da welet fasoù nevez e-ser bout soubet er yezh, get plijadur !
Deiziad: An eil devezh staj dre soubidigezh vo
d'ar sadorn 26 a viz Mae e Ekomirdi St Degan Brec'h (9e30/5e).
Eurioù: etre 9 e 30 ha 5 e d'enderv
Priz : - 20 € evit ar re e-mesk deskerion ar Gerlenn / 30 € evit an dud n'int ket izili.
Lakaat e anv : 02.97.29.16.58. pe 06 31 60 26 82 / ksk@ksk.bzh pe nol.tatard@@free.fr