Ar c'hentelioù

 

Kinnig a ra Kerlenn Sten Kidna kentelioù evit razh an dud, ag an deraouidi betek ar re en o aez get ar yezh. Bep sizhun e vez ur gentel 1 euriad (enlinenn) pe 1 euriad hanter (a-barzh er sal). Kentel ebet e-pad ar vakañsoù-skol.

 

En tu arall d'ar c'hentelioù-noz e aliomp an dud da heuliiñ ar stajoù a vo kinniget gant Kerlenn Sten Kidna, ur staj-hañv e-mesk ar re aozet get ar frammoù ezel a DAO ha, diwezhañ tra, labourat d'ar bihanañ un euriad er gêr etre pep kentel evit gellet monet àr-raok (moaien zo deoc'h bout sikouret dre internet).

 

Frammet e vez ar c'hentelioù hervez ar pemp barregezh displeget e portfolio Europa ar yezhoù. A-raok lakaat hoc'h anv emañ ret deoc'h neuze gouiet ho live. Mard eo bet tapet ar live A1 geneoc'h àrlane, da skouer, e c'hellit lakaat hoc'h anv er live A2.

 

 

Kinnig a raomp deoc'h :

 

A1 (deraouidi, 1 bloavezh)

 

A2 (2vet blezad kentelioù noz)

 

B1 (3vet ou 4vet blezad kentelioù noz, pe gant ul live uhel a-walc'h tapet en ur mod arall)

 

B2 (5vet ou 6vet blezad kentelioù noz, pe gant ul live uhel tapet en ur mod arall)

 

C1/C2 (7vet blezad kentelioù noz, pe gant ul live uhel abominapl)

 

 

Gellout a rit lenn danvez pep kentel en hor lec'hienn internet www.ksk.bzh e-barzh ar rubrikenn "Deskiñ" ha "Portfolio ar brezhoneg DAO". Evit gouiet ho live, div feson : er priziiñ hoc'h-unan a-drugarez d'an danevelloù-blez get DAO pe monet e darempred geneomp.

 

Evit gouiet muioc'h àr ar bedagogiezh implijet a-barzh er c'hentelioù, klikit amañ !

 

Taolit ur sell doc'h taolenn ar c'hentelioù

 

Ur c'hinnig dedennus :

 

Deraouidi oc'h, ha dedennet get kentelioù Brezhoneg a-bell ? Klasoù enlinenn a zo ivez ! Lakit hoc'h anv, kaset e vo ar liamm evit kemer perzh geneomp. Na chomit ket etre daou soñj ! Skrivit deomp evit gouiet pelloc'h :

 

ksk@ksk.bzh

 

 

Skoazellit ar gevredigezh ec'h ober un donezon ! (diret)

 

Ur gevredigezh disklêriet a interest hollek eo KSK. 66 % ag an donezon a c'heller diduzañ diouzh an tailhoù betek ma vo tizhet 20 % ag ho korvoder telladus. Ur guitañs a vo roet da bep donezoner.

 

Da skouer : get 50 € a zonezon e vo 33 € a dailhoù da baeañ. Ne zleoc'h nameit 17 € d'ar Stad !