Kafe, bara-amanenn

          An emgav a lakay ho teod da labourat ha da labourat !

          Kafe da evet, bara segal da zebriñ hag amanenn da lakaat àrnoñ... en abadennoù lârerezh-se e c'helloc'h kontiñ pemp ha pevar, komz a draoù a bep sort (an doareioù, ar vuhez, ar bed...), barbotal, lâret kaer.
N'int ket kentelioù yezh, neuze emañ rekis d'an den gouiet distripiñ un tamm brezhoneg evit gellet kemer perzh en divizoù.

 


Etre 2 e 30 ha 4 e 30 d'enderv,

bep daou ha pevar Merc'her d'ar miz etre miz Kalañ-Gouiañv ha miz Meurzh,
un digarez da wellaat ho prezhoneg ha d'ober bourrapl àr un dro.



Lec'h : Sal an Tanin, ru an Tanin, Pleuwigner

Darempred02.97.29.16.58. ksk@ksk.bzh

Priz : a-vad digor d'an holl

 

 


Abadennoù da zonet en deiziataer