An teskadoù troioù-lavar poblek
"Komz se le dise !". Ur sterlikennad lârennoù ha gerioù brezhonek liammet doc'h ar gomz.
Mouzhiñ, komz ur bochad, lâret gerioù gros, trompiñ an dud get komzoù re vrav... kavet e vo er levr-mañ penaos lâret an traoù-se e meur a feson.
Hag un troc'h troiennoù arall c'hoazh ouzhpenn, lâret en ur brezhoneg dastumet e-mesk ar bobl, ha displeget get fent.
Labour dastum ha skriv get Padrig Drean, tresadennoù get Nono.
Padrig Drean (dastum ha kinnig) ha Nono (tresadennoù livet)
59 pajenn ; 18 tresadenn livet
Kenembann : Kerlenn Sten Kidna & Ti Douar Alre
Priz : 10 € + mizoù kas (gwerzhet e vez e ti Kerlenn Sten Kidna)
Kavet e vez e :
- Kerlenn Sten Kidna (6, ru Joseph Rollo 56400 An Alre)
- Ti Douar Alre (11, ru an Tanin, 56330 Pleuigner)
- Stalioù levrioù ispisializet
Klikit amañ !
Pa chom Mab-den da glask e skeud e miloer... ar loened ! Un droiad pajenn goude pajenn, dre minotennoù kammdroiek an antropomorfism e spered ar vrezhonegerion.
Ur sell àr buhez – druik a-wezhoù – brezhoneg ar pemdez ha faltazi an dud. Un oberenn bet dastumet he danvez hag he mel a veg ar bobl ; un dudi hag un dedenn evit ar braz ag an dud.
Kinniget ha moullet kaer, get tresadennoù livet é tiskouez hag é vagiñ spered ar propoz.
Savet a-ratozh evit ar vrezhonegerion koulz hag evit an nannvrezhonegerion abalamour d'ar propozioù bout dalc'hmat spisaet ha lec'hiet a-fet ster.
Padrig Drean (dastum ha kinnig) hag Olivier Berson (tresadennoù, livioù ha pajennaoziñ)
64 pajenn ; 17 tresadenn livet
Kenembann : Kerlenn Sten Kidna & Ti Douar Alre
Priz : 8€ + mizoù kas (gwerzhet e vez e ti Kerlenn Sten Kidna)
Kavet e vez e :
- Kerlenn Sten Kidna (6, ru Joseph Rollo 56400 An Alre)
- Ti Douar Alre (11, ru an Tanin, 56330 Pleuigner)
- Stalioù levrioù ispisializet
Klikit amañ !