Stajoù berr dre soubidigezh

 

Paotaat an digarezioù da gomz, estroc'h evit er c'hentelioù-noz, ha neuze e meur a zegouezh ag ar vuhez pemdeziek, zo unan ag an traoù pouezusañ evit donet da benn a zeskiñ ur yezh. Evit monet pelloc'h get ar brezhoneg e sav ar Gerlenn daou staj berr e-korf ur blezad-skol, un devezh pep unan.


An hani kentañ a vez d'ur Sadorn e miz Meurzh,

an arall a vez d’ur Sadorn e miz Mezheven.

 

Sellit doc'h an deiziataer !

 

Get atalieroù a bep sort (keginañ, c'hoari, soniñ a-veg, dañsal, lenn...) kaset e brezhoneg, e c'hell an dud a gemer perzh gwellaat o ampartiz ha brasaat o geriaoueg. N'eo ket rekis bout é teskiñ brezhoneg get hor c'hevredigezh evit donet d'ar stajoù, rak digor e vênt d'an holl re a oar tammoù brezhoneg. Tro o devo ar gomañserion enta da vonet e darempred get re flouroc'h o brezhoneg, hag ar c'hontrel ivez. Un digarez ivez da welet fasoù nevez e-ser bout soubet er yezh, get plijadur !

Lec'h : e sal Kerlenn Sten Kidna e miz Meurzh

hag en Ekomirdi Brec'h e miz Mezheven
Eurioù : etre 9e30 ha 5e30 d'enderv
Priz : 15 € (un devezh) evit ar re e-mesk deskerion Kerlenn Sten Kidna,

20 € (un devezh) evit an dud n'int ket izili.
Merenn : Ar stajidi a zegas o boued.
Lakaat e anv betag ar Lun a-raok deiz ar staj : 02.97.29.16.58 / ksk@ksk.bzh


Dait e darempred geneomp evit bout titouroù oc'hpenn :

02.97.29.16.58 / ksk@ksk.bzh

 

Liamm ar fichenn enskrivañ